Accueil > Vie Municipale > Le mot du maire

Le mot du maire


Edito du bulletin de décembre 2017
Chers plestinaises et plestinais,

C’est toujours avec le plus grand plaisir que nous vous distribuons votre bulletin d’informations municipales. Celui-ci vous rappelle les derniers événements de notre cité et les perspectives de ce début d’année 2018.
Je souhaite particulièrement, dans cet édito, mettre l’accent sur 4 projets initiés en 2017 et qui me semblent majeurs pour l’avenir de notre commune.
Tout d’abord, la construction de l’école maternelle tant attendue. Le chantier a commencé et nous espérons pouvoir ouvrir à la rentrée 2018. Un aménagement des abords des écoles sera également mis en oeuvre concomitamment. Cela permettra d’embellir le parc scolaire et sportif mais aussi et surtout sécuriser les cheminements des enfants. Une réflexion sera en outre menée au premier semestre quant à l’utilisation future des locaux de l’ancienne école.
Le second projet important pour l’avenir de notre commune est l’obtention, suite à un appel à projet régional, d’une subvention qui permettra de financer une étude globale de notre centre ville. Celle-ci se fera en concertation avec la population en prenant en compte tous les aspects de notre vie quotidienne(déplacements, logement, sécurité, activité économique, démographie, cadre de vie etc). Je souhaite ainsi que les projets qui seront menés durant les prochaines années fassent partie d’une logique d’ensemble, pensée de manière cohérente et harmonieuse. Ainsi, l’année 2018 sera mise à profit pour réfléchir à l’avenir du centre ville de Plestin.
L’aménagement du parc An Dour Meur marque, quant à lui, une nouvelle phase d’amélioration de notre cadre de vie qui devra faire une place plus importante à l’avenir aux cheminements doux afin de rendre notre commune moins routière et plus sécurisée.
Enfin, notre administration municipale évolue. Pierre MAINGUY (Directeur Général des Services) et Jean-Pierre HERVE (Directeur des services techniques) ont fait valoir leurs droits à la retraite. Je tiens à les remercier pour la qualité de leur travail et l’importance de leur engagement quotidien
au service des plestinais. Ils ont fortement contribué à mettre en place le service public municipal de qualité que nous connaissons. Je leur souhaite une excellente retraite bien méritée. Il nous revient la responsabilité de renouveler l’équipe de direction afin d’assurer la relève et maintenir le niveau de ce service de proximité,
essentiel à tous. Beaucoup d’autres sujets sont encore abordés dans ce bulletin.
Je vous laisse les découvrir !
Je vous souhaite à tous une excellente année 2018.
Qu’elle vous apporte bonheur et santé !

Christian JEFFROY, Maire

Pennad-stur
Merc’hed ha paotred Plistin,

Laouen-bras e vezomp dalc’hmat o kas kazetenn an ti-kêr deoc’h. Degas a ra da soñj deoc’h eus an traoù diwezhañ degouezhet e Plistin hag ar pezh a dremeno e penn kentañ 2018.
Er pennad digeriñ-mañ e fell din, dreist pep tra, sachañ hoc’h evezh war 4 zra lañset e 2017 hag a seblant din bezañ eus ar pep pouezusañ evit hon c’humun.
Da gentañ, sevel ar skol-vamm, ar pezh a vezer o c’hortoz pell zo. Krog eo al labourioù ha mechañs e vo gallet digeriñ a-benn distro-skol 2018. War un dro gant se e vo kempennet trowardroioù ar skolioù ivez. Evel-se e c’hallfomp kaeraat tachenn ar skolioù hag ar sportoù ha lakaat al lec’hioù ma tremen ar vugale da vezañ suroc’h. Ouzhpenn-se ec’h eomp d’en em soñjal e-kerzh ar c’hwec’hmiziad kentañ war ar mod ma vo implijet batisoù ar skol gozh.
An eil tra pouezus evit amzer-da-zont hon c’humun eo ar sikour arc’hant roet dimp, da-heul ur galv d’ar raktresoù er Rannvro, evit paeañ ur studiadenn hollek war kreiz-kêr Plistin. Graet e vo asambles gant tud ar gumun en ur gemer e kont kement tra ac’h a d’ober hon buhez pemdez (mont ha dont, lojeiz, surentez, ekonomiezh, poblañs, endro
bevañ ha me ’oar-me). C’hoant am eus e vefe graet al labourioù er bloavezhioù da zont diouzh ul lojik hag a vefe soñjet dre vras, d’an traoù da gordañ an eil re gant ar re all. Evel-se e vo profitet eus ar bloaz 2018 evit soñjal er mod ma vo kreiz-kêr Plistin en amzer-da-zont.
Gant ar mod m’eo adkempennet Leurenn an Dour Meure welomp ur bazenn nevez evit gwellaat hon endro bevañ lec’h ma vo ret reiñ muioc’h a blas d’an doareoù dous da vont, d’hon c’humun da vezañ suroc’h gant nebeutoc’h a otoioù.
Hag ar poent diwezhañ : cheñchamant zo e servijoù an ti-kêr. Aet eo Pierre MAINGUY (Pennrener ar Servijoù) ha Jean-Pierre HERVE (Rener ar Servijoù Teknik) e retred. Fellout a ra din lavaret trugarez dezhe da vezañ graet ul labour a-feson ha da vezañ lakaet o foan bemdez e servij tud Plistin. Graet o deus kalz evit staliañ ar servij publik a galite a welomp er gumun. Mechañs e tremeno mat o retred gante, meritet o deus. Dimp-ni da gavout renerien nevez da lakaat en o flas evit derc’hel d’ur servij a galite tost ouzh an dud, hag ezhomm zo eus se. Kaoz a vo eus meur a dra all er gazetenn-mañ.
Lezel a ran ac’hanoc’h da welet hoc’h-unan peseurt re !
Bloavezh mat deoc’h-tout e 2018.
Yec’hed ha levenez deoc’h !

Christian JEFFROY, Maer